Levr ar Salmoù 59:3
Râk chétu é klaskon̄t kaout va éné; tûd kré a zô en em daolet war-n-oun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Tenn ac’hanoun eûz a zaouarn ar ré a ra fallagriez; ha dieûb ac’hanoun diouc’h ann dûd a c’hoad.
Cross References
1 Samuel 19:1Hôgen David a iéaz-kuît eûz a Najot, léz Ramata, hag a zeûaz da gomza out Jonatas, ô lavarout: Pétrâ em eûz-mé gréat? Pétrâ eo va fallagriez, ha pétrâ eo va féc’hed a-énep da dâd, ma teû da glask va buez?
1 Samuel 24:17Dré-zé gwél ha sonj pétrâ a rî: râg é c’hoarvézô droug a-énep da ozac’h hag a-énep da dî; râk mâb Bélial eo, enn hévélep doaré na hell dén komza out-han̄.
Psalms 2:2Rouéed ann douar a zô savet, hag ar brin̄sed a zo en em zastumet kévret a-éneb ann Aotrou, hag a-éneb hé Grist.
Psalms 10:9Hé zaoulagad a zell oud ar paour; aoza a ra spiou é-kûz, ével al léon enn hé géô. Aoza a ra hé spiou évit skrapa ar paour: évit skrapa ar paour pa en deûz tennet anézhan̄ dré falloni.
Psalms 38:12Ar ré a glaské va buez a strivé ouz-in; hag ar ré a fellé d’ézhô ôber droug d’in a gomzé gan̄t balc’hder, hag a glaské touéllérézou héd ann deiz.
Psalms 69:4Stan̄koc’h égét bléô va fenn eo ar ré a gasa ac’hanoun héb abek. Va énébourien péré a heskin ac’hanoun gan̄d direizded a zô krévéet; paéet em eûz ar péz n’em bôa két kéméret.