Levr ar Salmoù 10
1Pérâg, Aotrou, oud-dé en em dennet pell, ha pérâg é tisprizez ac’hanoun em ézommou hag em c’hlac’har?
2En̄dra ma stambouc’h ar fallagr, ar paour a zô devet: ar ré fall a vezô saouzanet enn hô ménosiou. (M).
3Râg ar péc’her a zô meûlet é ioulou hé éné, hag ar fallagr zô benniget,
4Ar péc’her en deûz savet droug enn Aotrou, hag enn abek d’hé vuanégez vrâz na glaskô két anézhan̄.
5Doué n’éma két dira-z-han̄: hé hen̄chou a zô saotret é péb amzer. Da varniou a vézô lamet a zirâg hé zaoulagad; aotrounia a rai war hé holl énébourien.
6Râk lavaret en deûz enn hé galoun: Na vézinn két horellet a-rumm-é-rumm; dizroug é chouminn.
7Hé c’hénou a zô leûn a zrouk-péden hag a c’houervder hag a douellérez: dindân hé déôd éma al labour hag ar boan.
8Azéza a ra é spi gan̄d ar ré binvidik é lec’hiou kuzet, évit laza ann dén dinam.
9Hé zaoulagad a zell oud ar paour; aoza a ra spiou é-kûz, ével al léon enn hé géô. Aoza a ra hé spiou évit skrapa ar paour: évit skrapa ar paour pa en deûz tennet anézhan̄ dré falloni.
10Pa vézô paket enn hé lindâg, é tiskarô anézhan̄, é stouô, hag é kouézô war ar paour a vézô bét trec’het gan̄t-han̄.
11Râk lavaret en deûz enn hé galoun: Doué en deûz an̄kounac’héet; distrôet en deûz hé zaoulagad évit na wélô bikenn.
12Sâv, Aotrou Doué, sâv huel da zourn: na an̄kounac’ha két ar béorien.
13Pérâg ar fallagr en deûs-hén̄ lékéat droug é Doué? O véza m’en deûz lavaret enn hé galoun: Na en̄klaskô két.
14Gwéloud a réz, râk té a laka évez oud al labour hag oud ar boan a ra ar ré fallagr (M), évid hô lakaad dindân da zaouarn. Ar paour a zô en em rôét d’id; té a vézô skoazeller ann emzivad.
15Torr bréac’h ar péc’her hag ar fallagr: frouez hé béc’hed a vézô klasket, ha na vézô két kavet.
16Ann Aotrou a rénô da-vikenn hag é amzeriou ann amzeriou; ha c’houi, brôadou, a vézô kaset-da-gét eûz hé zouar.
17Klévet en deûz ann Aotrou oud c’hoan̄t ar béorien; da skouarn é deûz klevet aoz hô c’haloun,
18Évid barna é-gounid ann emzivad hag ann dén mac’het; évit na glaskô mui ann dén en em stambouc’ha war ann douar. ———— X. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.