Levr ar Salmoù 49:14
Ével dén̄ved in̄t bét lékéat enn ivern; ar marô hô debrô. Hag ar ré reiz hô dévézô galloud war-n-ézhô adaleg ar min̄tin; hag hô skoazel ken̄t a zeûi-da-gét enn ivern, pa hô dévézô kollet hô c’hloar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Koulskoudé Doué a zieûbô va ené eûz a c’halloud ann ivern, pa en dévézô va digéméret.
Cross References
Job 4:21Hôgen ar ré a zô choumet war hô lerc’h, a vézô tennet diout-hô; mervel a rain̄t, ha na varvin̄t két er furnez. ———— V. PENNAD. Élifaz a erbéd Job da c’houlenn skoazel Doué gan̄d ar binijen.
Job 21:13Enn dudi é trémenon̄t hô deisiou, hag enn eur pennadik é tiskennon̄t d’ar béz.
Job 24:19Ra dréménô eûz a zouréier ann erc’h d’ar c’hrouez ar vrasa, hag hé béc’hed her c’hasô bétég ar béz.
Psalms 9:17Bézet taolet ar béc’herien enn ifern, hag ann holl vrôadou péré a an̄kounac’ha Doué.
Psalms 39:11Fatet ounn bét dindân ners da zourn, pa éc’h eûz va zamallet: enn abek d’hé fallagriez éc’h eûz kastizet ann dén, ha lékéat éc’h eûz hé éné da zizec’ha ével eur gefniden: évit-gwîr enn-aner eo en em nec’h pép dén.
Psalms 47:3Lékéat en deûz ar boblou da bléga dindân-omp, hag ar brôadou dindân hon treid.