The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 49

1Holl boblou, sélaouit ann dra-man̄: rôit skouarn, c’houi holl péré a choun er béd:

2Kenn tûd dister, kenn tûd brâz: kenn tûd pinvidik, kenn tûd paour.

3Va génou a lavarô ar furnez; ha préder va c’haloun a vézô ar poell.

4Dinaoui a rinn va skouarn d’ar barabolen; hag é tisklériinn va lavar war ann délen.

5Pérâg em béfe-mé aoun er gwall zeiz? Fallagriez va zeûl a strôbô ac’hanoun.

6Ar ré a laka hô fisian̄s enn hô ners, a fougé gan̄d hô madou brâz.

7Ar breûr na zasprén két hé vreûr, ann dén na zasprénô két anézhan̄ pa ne rôiô két da Zoué péadra d’hé habaskaat;

8Nag eur gôbr évid daspréna hé éné; hag hén̄ a labourô da-vikenn,

9Hag a vévô c’hoaz hép divez.

10Na wélô két ar marô, pa wélô ar ré fûr ô vervel: ann dén diskian̄t hag ar foll a varvô kévret. Hag hî a zilézô hô madou gan̄t tûd a-ziavéaz.

11Hag hô bésiou a vézô da diez d’ézhô da-vikenn. Hô zeltou é vézin̄t a-rumm-é-rumm: gan̄d hô hanvou hô deûz hanvet hô douarou.

12Hag ann dén pa édô enn énoriou, n’en deûz két poellet kémen̄t-sé: oud al loéned diskian̄t eo bét hévélébékéet, hag eo deûet hével out-hô.

13Ann hen̄t-sé péhini a heûlion̄t a zô eur gwall-skouér évit-hô; ha koulskoudé diouc’h hô lavar é plijô dezhô.

14Ével dén̄ved in̄t bét lékéat enn ivern; ar marô hô debrô. Hag ar ré reiz hô dévézô galloud war-n-ézhô adaleg ar min̄tin; hag hô skoazel ken̄t a zeûi-da-gét enn ivern, pa hô dévézô kollet hô c’hloar.

15Koulskoudé Doué a zieûbô va ené eûz a c’halloud ann ivern, pa en dévézô va digéméret.

16N’az péz kéd a aoun mar d-eo deûet pinvidig eunn dén; ha mar d-eo kresket ar c’hloar enn hé dî;

17Râk pa vézô marô, na gasô két holl gan̄t-han̄; hag hé c’hloar na ziskennô két gan̄t-han̄.

18Râg en̄dra ma vézô béô-hén̄, é vézô benniget hé éné; da veûli a rai pa rî vâd d’ézhan̄.

19Mon̄d a rai da gavout gwenn hé dadou; ha da vikenn na wélô mui ar goulou.

20Ann dén pa édo enn énoriou, n’en deûz két poellet kémen̄t-sé: oud al loéned diskian̄t eo bét hévélébékéet, hag eo deûet hével out-hô. ———— XLIX. PSALM. Psalm Asaf.

← Levr ar Salmoù 48Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 50 →

Study Levr ar Salmoù 49

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150