Levr ar Salmoù 59
1Tenn achanoun, va Doué, eûz a zaouarn va énébourien; ha dieûb ac’hanoun diouc’h ar ré a zaô ouz-in.
2Tenn ac’hanoun eûz a zaouarn ar ré a ra fallagriez; ha dieûb ac’hanoun diouc’h ann dûd a c’hoad.
3Râk chétu é klaskon̄t kaout va éné; tûd kré a zô en em daolet war-n-oun.
4Né két évit va fallagriez nag évit va féc’hed, Aotrou; hép fallagriez em eûz rédet hag ounn en em rénet.
5Sâv ha diambroug ac’hanoun, hag arvest. Té, Aotrou, Doué ann arméou, Doué Israel, laka évez da enwélout ann holl vrôadou; n’az péz két a druez oud ar ré holl a râ fallagriez.
6Distrei a rain̄t diouc’h ar pardaez; hag hî hô dévézô naoun ével châs, hag a rai ann drô eûz a géar.
7Komza a rain̄t enn hô génou, hag eur c’hlézé a zô war hô muzellou: râk piou, émé-z-hô, en deûz klevet?
8Ha té, Aotrou, a râi goab anézhô; ann holl vrôadou a gasi-da-gét.
9Enn-od é virinn va ners, ô véza ma oud, ô Doué, va difenner.
10Trugarez va Doué a ziambrougô ac’hanoun.
11Doué a ziskouézô d’in hé ioul war va énébourien; na lâz két anézhô, gan̄d aoun na ven̄t an̄kounac’héet gan̄t va fobl. Skiñ anézhô gan̄d da ners; ha diskar anézhô, ô Aotrou, va difenner,
12Enn abek da zrouk hô génou, da lavar hô muzellou; ha ra vézin̄t paket enn hô rogen̄tez. Hag é vézô embannet hô argarzidigez hag hô gevier,
13É deiz ann dispenn; pa vézin̄t dispennet gan̄d da vuanégez ha na vézin̄t mui. Hag hî a wézô pénaoz Doué a aotrouniô war Jakob, ha bétég harzou ann douar.
14Distrei a rain̄t diouc’h ar pardaez; hag hî hô dévézô naoun ével châs, hag a rai ann drô eûz a géar.
15En em skiña a rain̄t évit klask hô boéd; ha ma n’hô deûz két hô gwalc’h, é hiboudin̄t.
16Évid-oun-mé a ganô da ners hag a veûlô gan̄t lévénez da drugarez diouc’h ar min̄tin. O véza ma oud deûet da zifenner d’in, ha da zigémer, é deiz va en̄krez.
17Kana a rinn d’id, ô va c’henners, ô véza ma oud Doué, va difenner, va Doué, va zrugarez. ———— LIX. PSALM. Évid ann divez, évid ar ré a vézô névézet; ann dra-man̄ a oa skrivet da én̄vor, évit kélen da Zavid, pa lékéaz ann tân er Mésopotamia-Siria, hag é Sobal, hag é tistroaz Joab, péhini en em daolaz war ann Iduméa, hag a lazaz daouzék mil den é traon̄ien ar c’hoalennou.