Levr ar Salmoù 80
1Té péhini a rén Israel, sélaou; té péhini a gâs Jozef ével eunn dan̄vad. Té péhini a zô azézet war ar gérubined, en em ziskouéz,
2Dirâk Éfraim, Ben̄jamin, ha Manasez. Ken̄traou da c’halloud, ha deûz, évit ma tenni ac’hanomp a boan.
3O Doué, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T), ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet.
4Aotrou, Doué ann arméou, bété pégeit é vézô drouk enn-oud (T) out péden da zervicher?
5Bété pégeit é voéti ac’hanomp gan̄t bara daérou, hag é likii ac’hanomp da éva dour hon daérou é founder?
6Hol lékéat éc’h eûz da énébiez dirâg hon amézéien; hag hon énébourien hô deûz gréat goab ac’hanomp.
7Doué ann arméou, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T) ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet.
8Dizouget éc’h eûz ar winien eûz ann Éjipt; ar brôadou éc’h eûz kaset-kuit, hag éc’h eûz hé flan̄tet.
9Réner ann hen̄t oud bét dira-z-hi; startéet éc’h eûz hé grisiou, hag hî é deûz leûniet ann douar.
10Hé skeûd en deûz gôlôet ar ménésiou; hag hé skourrou a zô savet dreist gwéz-sedr Doué.
11Astennet é deûz hé barrou bétég ar môr; hag hé c’hreskou bétég ar ster.
12Pérâg éc’h eûs-té diskaret hé môger; ha ma teû kémen̄d hini a ia ébiou da wasta anézhi?
13Houc’h-gwéz ar c’hoat en deûz hé zuriet; hag al loen ferô en deûz hé feûret.
14Doué ann arméou, distrô: sell eûz ann én̄v, ha gwél, ha deûz da wélout da winien.
15Plijet gan-ez gwellaat ann hini éc’h eûz plan̄tet gan̄d da zourn déou; ha sell a druez oc’h mâp (T) ann dén éc’h eûz startéet évid-od.
16Dévet eo bét gan̄d ann tân, ha bévézet holl; hag hî a vézô disman̄tret gan̄t garvder da zremm.
17Astenn da zourn war Israel a zô dén da zourn déou, ha war ar bobl a zô mâb ann den éc’h eûz startéet évid-od (M).
18Ha na bellaimp két diouz-id, ha té a rôiô eur vuez névez d’é-omp: ha ni a c’halvô da hanô.
19Aotrou, Doué ann arméou, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T); ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet. ———— LXXX. PSALM. Évid an divez, évid ar gwaskellou, Psalm évid Asaf hé-unan.