The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 9

1Da veûli a rinn, Aotrou, gan̄t va holl galoun: da holl vurzudou a zanévellinn.

2En em laouénaad a rinn hag é tridinn enn-od; kana a rinn d’as hanô, ô Uc’hel-meûrbéd.

3Pa likii va énébour da zistrei war hé giz; hî a fallai, hag a vézô dispennet dira-z-oud.

4Râk té éc’h eûz gréat éz ounn bét barnet éz-léal hag em eûz gounézet (M): azézet oud bét war da drôn, té péhini a varn hervez ar reiz.

5Krôzet éc’h eûz ar brôadou, hag ar ré fallagr a zô éat-da-gét: roudennet eo gan-éz eûz a levr ar vuez hô hanô da-vikenn, hag é amzeriou ann amzeriou.

6Armou ann énébour hô deûz kollet hô ners da-vikenn; ha diskaret eo hô c’heriou gan-éz. Ar c’houn anézhô a zô bét kollet gan̄t trouz.

7Hôgen ann Aotrou a bâd da-vikenn. Aozet en deûz hé drôn évid hé varn.

8Hag hén̄ a varnô ar béd holl gan̄d éeunder, hén̄ a varnô ar boblou gan̄t reizded.

9Hag ann Aotrou a zô deûet da warez d’ar paour; ha da skoazel d’ézhan̄ enn hé ézommou, hag enn hé c’hlac’har.

10Lakaen̄t hô géd enn-od ar ré a anavez da hanô; râk n’éc’h eûz két dilézet, Aotrou, ar ré az klask.

11Kanit d’ann Aotrou péhini a choum é Sion: rôit da anaout hé labouriou é-touez ar boblou.

12Koun en deûz bét eûz a c’hoad hé zervicherien a glaské; n’en deûz két an̄kounac’héet garm ar béorien.

13Az péz truez ouz-in, Aotrou: gwél ar vuelded é péhini ounn bét lékéat gan̄t va énébourien;

14Té péhini a zâv ac’hanoun eûz a zôriou ar marô; évit ma rôinn da anaout da holl veûleûdiou é-harz dôriou merc’h Sion.

15Trida a rinn gan̄d ar zilvidigez a rôi d’in; ar brôadou a zô kouézet enn toull hô dôa gréat évit va laza. Paket eo bét hô zroad el lindâg hô dôa steñet é-kûz.

16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.

17Bézet taolet ar béc’herien enn ifern, hag ann holl vrôadou péré a an̄kounac’ha Doué.

18Râk na vézô két an̄kounac’héet ar paour da-vikenn; habaskded ar béorien na vézô két kollet da-vikenn.

19Sâv, Aotrou, évit n’en em stardô két ann dén; bézet barnet ar brôadou dira-z-ôd.

20Laka, Aotrou, eur reizer war-n-ézhô, évit ma wézô ar brôadou pénaoz in̄t tûd. ———— X. PSALM. Hervez ann Hébréd.

← Levr ar Salmoù 8Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 10 →

Study Levr ar Salmoù 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150