Levr ar Salmoù 96
1Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez: holl zouar, kanit d’ann Aotrou.
2Kanit d’ann Aotrou, ha bennigit hé hanô; embannit a-zeiz-é-deiz hé zilvidigez.
3Embannit é-touez ar brôadou hé c’hloar, hag é-kreiz ann holl boblou hé vurzudou.
4Râk brâz eo ann Aotrou, ha da véza meûlet meûrbed eo (T); dreist ann holl zouéed ez eo estlammuz.
5Râg holl zouéed ar brôadou a zô diaouled; hôgen ann Aotrou en deûz gréat ann én̄vou.
6Gloar ha skéd a zô dira-z-han̄; san̄télez ha meûrdez a zô enn hé léac’h san̄tel.
7Tud ar brôadou, digasit d’ann Aotrou, digasit d’ann Aotrou gloar hag énor.
8Digasit d’ann Aotrou gloar hé hanô. Kémérit hostivou, hag iit enn hé borched.
9Azeûlit ann Aotrou enn hé borched. Ra grénô ann holl zouar dira-z-han̄.
10Livirit é-touez ar brôadou pénaoz en deûz rénet ann Aotrou, râk startéet en deûz ar béd, péhini na vézô két horellet; barna a rai ar boblou gan̄t reizded.
11R’en em laouénai ann én̄vou, ha ra dridô ann douar; ra vézô kéflusket ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄.
12En em laouénaad a rai ar mesiou, ha kémen̄d a zô enn-hô; neûzé gwéz ar c’hoajou a dridô,
13Dirâg ann Aotrou, ô véza ma teû; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez hé wirionez. ———— XCVI. PSALM. Da Zavid, pa oé lékéat hé zouar er stad gen̄ta.