Levr Amos 8:9
Enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué, é kouskô ann héol é-kreiz ann deiz, hag é c’hôlôinn ann douar a dévalien é léac’h goulou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 5:14É-kreiz ann deiz é kavin̄t ann devalien, ha da grésteiz éz ain̄t a-dastourn ével da han̄ter-nôz.
Isaiah 29:9Hé holl ners a iélô ébiou gan̄d hé spoun̄t; hag hé brin̄sed a dec’hô gan̄d hô saouzan. Ével-sé é lavar ann Aotrou, péhini en deûz hé dân é Sion, hag hé fourn é Jéruzalem. ———— XXXII. PENNAD. Gwastadur ar Judéa. Hé gwellaen.
Jeremiah 13:16Hag ar boblou da béré hô dévézô diouganet, a vézô taolet é ruou Jéruzalem enn abek d’ann naounégez ha d’ar c’hlézé, ha na vézô dén évid hô bésia, nag hî, nag hô gragez, nag hô mipien, nag hô merc’hed: râk mé a skuḻo war-n-ézhô hô droug hô-unan.
Amos 4:13Râk chétu ann hini en deûz doaréet ar ménésiou, ha krouet ann avel, a rô da anaout hé c’hér d’ann dén, a râ koabr ar min̄tin, hag a gerz war ann uc’héla eûz ann douar: ann Aotrou, Doué ann arméou eo hé hanô. ———— V. PENNAD Sakrifisou Israel distolet gan̄d Doué.
Micah 3:6Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é strollinn ann hini gamm, hag é c’hrounninn ann hini em boa distolet ha glac’haret: