Levr Daniel 8:25
Diouc’h he ioul, é reizô hé zourn ann toullérez; hé galoun a stambouc’hô, hag er foûnder eûz a bép-trâ é lazo kalz a dûd. Sével a rai out prin̄s ar brin̄sed, hôgen hép dourn é-béd é vézô brévet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 48:26Deûit enn hé énep eûz a harzou ar béd, digorit évit ma teûi ar ré a dlé hé mac’ha; tennit ar vein eûz ann hen̄t, ha bernit-hô, lazit-hi, kén na choumô nétra enn-hi.
Daniel 2:34Té éta a zelle, pa en em zistagaz eur méan eûz ar ménez, hép dourn é-béd; hag hén̄ a stokaz out treid houarn ha prî ar skeûden, hag hô brévaz.
Daniel 7:8Mé a zellé oud hé gerniel, ha chétu eur c’horn bihan all a zavaz eûz hô c’hreiz: ha tri eûz hé gerniel gen̄ta a oé diframmet a zira-z-han̄: ha chétu ez oa er c’horn-zé daoulagad ével daoulagad eunn dén, hag eur génou a lavaré traou brâz,
Daniel 8:11Sével a réaz zô-kén bété prin̄s ann armé; hag é lamaz digan̄t-han̄ ar sakrifiz peûr-baduz, hag é saotraz léac’h hé zan̄tuar.
Daniel 11:12Eul lôd brâz a gémérô, hag hé galoun a stambouc’hô: meûr a vîl a zispennô, hôgen na vézô két tréac’h.
Daniel 11:32Ar ré fallagr péré hô dévézô torret ar gévrédigez a embrégô gan̄t troidellérez: hôgen ar bobl a anavézô hé Zoué en em startai oud al lézen, hag hé sévénô.