Levr Daniel 6:25
Neûzé ar roué Darius a skrivaz d’ann holl boblou, ha d’ann holl vrôadou, eûz a béb iez, enn douar holl: Ra greskô ar péoc’h gan-é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 538-549) ◄ Ar Paralipoménon. Eil Levr Esdras. Levr ken̄ta Levr Néhémias. Ann eil eûz a Esdras ► ESDRAS. LEVR KENTA. ———— I. PENNAD. Sirus a lez ar Iuzevien da zistrei da Jéruzalem ha da zével ann templ a-névez. 1 Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout:
Esther 3:12Er miz ken̄ta hanvet Nisan, enn trizékved deiz eûz ann hévélep mîz é oé galvet skrivañerien ar roué, hag é oé skrivet, é hanô ar roué Assuérus, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Aman, da holl rénerien ar roué, ha da varnerien ann holl vrôadou a oa er brovin̄sou; ha skrivet é oé é meûr a iéz, évit ma helché béza lennet gan̄t péb brôad: hag al lizer a oe siellet gan̄t bizou ar roué.
Esther 8:9Kémennet é oé éta râk-tâl skribed ha skrivañerien ar roué (râg édod enn trédé mîz hanvet Siban), hag ann trédé deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé é oé skrivet al lizéri, ével ma fellaz da Vardoché, d’ar Iuzevien, d’ar brin̄sed, d’ar rénerien ha d’ar varnerien a oa da benn war ar seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar rouan̄télez, adaleg ann India bétég ann Etiopia; hag hî a oé skrivet é meûr a iéz, évit ma helfen̄t béza lennet ha béza klévet gan̄t tûd ar brovin̄sou hag ar brôadou, hag ivé gan̄d ar Iuzévien.
Psalms 9:16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.
Daniel 4:1Mé Nabukodonoser a ioa é péoc’h em zî, ha leûn a c’hloar em palez: