Levr Daniel 8:24
Hé c’halloud a startai, hôgen nann dré hé ners hé-unan; gwasta a rai pép-trâ, dreist pép ménoz; kémen̄d a rai, a gasô da benn. Laza a rai ar ré gré, ha pobl ar zen̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 8:12Rôet é oé d’ézhan ann ners a-éneb ar sakrifiz peûr-baduz enn abek d’ar péc’héjou; hag ar wirionez a vézô diskaret d’ann douar; hag hén̄ a rai, hag a gasô da benn.
Daniel 11:31Brec’hiou a zavô évit-han̄, hag hî a zaotrô san̄tuar ann ners, hag a lamô ar sakrifiz peûr-baduz: hag hî a zavô heûz ann disman̄tr.
Daniel 12:7Ha mé a glévaz ann dén a oa gwisket gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster, péhini goudé béza savet hé zourn déou hag hé zourn kleiz étrézég ann én̄v, a douaz dré ann hini a vév da-vikenn, pénaoz é vézô enn eunn amzer, amzeriou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer; ha pénaoz pa vézô peûr-skiñet ners ar bobl san̄tel, é vézô sévénet kémen̄t-sé.