Levr Daniel 8:27
Ha mé Daniel a gouézaz er filidigez, hag a oé klan̄v a-zoug eunn dervez-bennâg; ha pa oenn savet, é réann ôbériou ar roué, hag é oann souézet gan̄d ar wélédigez-zé, ha na oa dén évid hé displéga. ———— IX. PENNAD Ann éal Gabriel a rô da anaout da Zaniel ar préd anat eûz a zonédigez ar C’hrist.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 2:48Neûzé ar roué a zavaz meûrbéd Daniel, hag a rôaz d’ézhan̄ rôou brâz ha kaer-meûrbéd; hag hén̄ hel lékéaz da brin̄s war holl brovin̄sou Babilon, ha da benn war holl dûd fûr Babilon.
Daniel 6:2Hag hen̄ a lékéaz tri frin̄s war-n-ézhô, a béré Daniel a oa unan, évit ma talchché koun̄t ar pennou-brô d’ar ré-man̄, ha ma vijé ar roué dibréder.
Daniel 8:2É wéliz enn eur wélédigez, pa édoun é kastel Susan, a zô é bro Élam: é wéliz éta enn eur gwélédigez pénaoz édoun oud dôr Ulai.
Daniel 10:8Ha mé ô véza choumet va-unan a wélaz ar wélédigez vrâz-zé, ha na choumaz két a ners enn-oun, va dremm a oé trôet, hag é fatiz, hag é kolliz va holl ners.
Habakkuk 3:16Klevet em eûz, ha va c’hôv a zô bét kéflusket: gan̄d ann trouz hô deûz krénet va muzellou, ra zeûi ar vreinadurez em eskern: ra leûniô ac’hanoun; évit ma vézinn enn éhan é deiz ann en̄krez, ha ma en em unaninn gan̄d hor pobl évit piña gan̄t-han̄.