Adlezenn 25:9
Moizez a skrivaz éta al lézen-man̄, hag a rôaz anézhi d’ar véleien, mipien Lévi, péré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha da holl hénaoured Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 12:14Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ma en défé hé zâd skôpet oud hé dremm, ha na vijé két bet dléet d’ézhi choum é-pâd seiz dervez da-vihana gôlôet a vez? Ra vézô pelléet éta diouc’h ar c’hamp é-pâd seiz dervez, ha goudé-zé é vézô galvet.
Ruth 4:7Hôgen eur c’hiz kôz é oa enn Israel é-touez ar géren̄t, pénaoz ma tilezé unan-bennâg hé wîr da euun all, évit ma vijé stard ann dilez, é tenné ann dén hé votez évid hé rei d’hé gâr: houn-nez é oa ann désténi eûz ann dilez enn Israel.
Ruth 4:10Ha pénaoz é kémérann da c’hrég Ruth, ar Voabitez, grég Mahalon, évit ma tigasinn a-névez hanô ann hini a zô marô enn hé zigwéz, gan̄d aoun na vé kollet hé hanô enn hé diégez, é-touez hé vreûdeûr hag hé bobl. C’houi, émé-vé, a zô testou eûz a gémen̄t-man̄.
Job 30:10Va argarzi a réon̄t, hag é tec’hon̄t pell diouz-in, ha n’hô deûz két a aoun ô skôpa out va dremm.
Isaiah 50:6Râk-sé é anavézô va fobl va hanô enn deiz-zé; ha mé péhini a gomzé gwéchall, chétu mé bréma.