Eklesiastes 8:15
Meûlet em eûz éta al lévénez; hag em eûz lavaret pénaoz né oa nétrâ gwelloc’h évit ann dén dindân ann héol némét dibri, hag éva, hag en em laouénaat: ha pénaoz na gasé ann dén gan̄t-han̄ némét-sé, eûz al labour en dôa gréat enn hé vuez a-zoug ann deisiou en dôa rôet Doué d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ecclesiastes 2:1Mé em eûz lararet em c’haloun: Déomp, en em rôomp d’ann dudiou, ha piaouomp ar madou, hag em eûz gwelet pénaoz eo ivé avel kemen̄t-sé.
Ecclesiastes 2:24Ha né két gwelloc’h dibri hag éva hag ôber vâd d’hé éné gan̄t frouez hé labouriou? Ha kémen̄t-man̄ a zeû eûz a zourn Doué.
Ecclesiastes 3:22Hag em eûz anavézet pénaoz n’eûz nétrâ gwelloc’h évit ann dén égéd en em laouénaad enn hé labour, ha pénaoz eo hen-nez hé lôd. Râk piou a zougô anézhan̄ da anaout ar péz a c’hoarvézô hé-c’houdé? ———— IV. PENNAD. Talvoudégez ar gévrédigez.
Ecclesiastes 9:7Kéa éta ha debr da vara gan̄d dudi, hag év da wîn gan̄t lévénez; râk da ôberiou a zô hétuz da Zoué.