Eklesiastes 8:16
Hag em eûz lékéat va c’haloun da anaoud ar furnez, ha da boellaad ar gildrôidigez a wéleur war ann douar. Tûd a zô ha na gouskon̄t na deiz na nôz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 127:2Aliez hô deûz stourmet ouz-in abaoé va iaouan̄kiz; koulskoudé n’hô deûz két gellet va zrec’hi.
Ecclesiastes 1:17Rôet em eûz va c’haloun da zeski ar poell hag ar gélennadurez, ar faziou hag ar follen̄tez; hag em eûz anavézet pénaoz é kémen̄t-sé éz eûz ivé poan, ha glac’har a spéred:
Ecclesiastes 4:8Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan: Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.
Ecclesiastes 7:25Pelloc’h eo éat égét na oa. Gwall zoun eo, piou hé c’havô?
Ecclesiastes 8:9Kémen̄t-sé holl em eûz gwélet, hag em eûz rôet va c’haloun da gémen̄t a réeur dindân ann héol. A-wechou é teû eunn dén da aotrounia eunn all enn hé zroug hé-unan.