The Bible Software
Eklesiastes · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eklesiastes 8

1Furnez ann dén a luc’h enn hé zremm, hag ann Holl-c’halloudek a drô ann doaré anézhan̄.

2Évid-oun-mé a vîr génou ar Roué, hag ar gourc’hémennou en deûz rôet Doué gan̄t lé.

3Na hast két en em denna a zira-z-han̄, ha na gen̄dalc’h két er gwall-ôber; râg hén̄ a rai ar péz a garô:

4Hag hé c’hér a zô leûn a c’halloud; ha dén na hell lavaroud d’ézhan̄: Pérâg é réz-té ével-sé?

5Néb a vîr ar gourc’hémennou, na c’houzan̄vô droug é-béd. Kaloun ann dén fûr a boell ann amzer hag al lavar.

6Pép trâ é deûz hé amzer hag hé drô vâd, hag eur c’hlac’har vrâz eo évid ann dén,

7O véza na oar két ar péz a zô tréménet, ha na hell kaout kélou é-béd eûz ar péz a zô da zon̄t.

8N’éma két é galloud ann dén derc’hel ar spéred; n’en deûz galloud é-béd war zeiz ar marô; na hell két kaout a arsaô er brézel a c’hourdrouz anézhan̄; hag ar fallagriez na dennô két ar fallagr a boan.

9Kémen̄t-sé holl em eûz gwélet, hag em eûz rôet va c’haloun da gémen̄t a réeur dindân ann héol. A-wechou é teû eunn dén da aotrounia eunn all enn hé zroug hé-unan.

10Gwélet em eûz tûd fallagr bésiet, péré pa oan̄t c’hoaz béô, a oa el léac’h san̄tel, hag a oa meûlet é kéar, ével pa vijé bét reiz hô ôberiou; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel,

11Râg ô véza n’eo két douget râk-tâl ar varn a-éneb ar ré zroug, bugalé ann dûd a râ ann drouk héb aoun é-béd.

12Koulskoudé pa wélann ar madélez-zé é-kén̄ver ar péc’her, péhini en deûz gwall-c’hréat kant gwéac’h, éc’h anavézann pénaoz é teûiô vâd d’ar ré a zouj Doué hag a énor anézhan̄.

13Na vézet két a vâd d’ann dén fallagr, ha na vézet két hirréet hé zeisiou; hôgen ra dréménô ével eur skeûd ar ré na zoujon̄t két dremm ann Aotrou.

14Béz’ éz eûz c’hoaz eunn avel all hag a c’hoarvez war ann douar; béz’ éz eûz tûd reiz, war béré é kouéz ar reûsiou, ével pa hô défé gréat ôbériou ar ré fallagr; ha béz’ éz eûz tûd fallagr, péré a vév er fisian̄s, ével pa hô défé gréat ôbériou ann dûd reiz; hôgen kémen̄t-sé a zô avel, war va ménô.

15Meûlet em eûz éta al lévénez; hag em eûz lavaret pénaoz né oa nétrâ gwelloc’h évit ann dén dindân ann héol némét dibri, hag éva, hag en em laouénaat: ha pénaoz na gasé ann dén gan̄t-han̄ némét-sé, eûz al labour en dôa gréat enn hé vuez a-zoug ann deisiou en dôa rôet Doué d’ézhan̄.

16Hag em eûz lékéat va c’haloun da anaoud ar furnez, ha da boellaad ar gildrôidigez a wéleur war ann douar. Tûd a zô ha na gouskon̄t na deiz na nôz.

17Hag em eûz anavézet pénaoz ann dén na hell kavout abeg é-béd eûz ann holl ôberiou a ra Doué dindân ann héol; ha pénaoz seûl vui é strivô évid hé glaskout, seûl nébeutoc’h hé gavô; ha pa lavarfé ann dén fûr pénaoz é oar kémen̄t-sé, na hellô két hé gavout. ———— IX. PENNAD. Ober vâd en̄dra ma helleur hé ôber.

← Eklesiastes 7Read In The App, Free →Eklesiastes 9 →

Study Eklesiastes 8

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112