Levr Yehezkel 13:23
Râk-sé na wélot mui traou gwân, ha na ziouganot mui; râk mé a dennô va fobl eûz hô taouarn; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XIV. PENNAD Hiniennou zô espernet étré tûd Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 18:20P’az pézô dastumet frouez ar gwéz olived, na zistrôi két évit dastumi ar péz a vézô choumet war ar gwéz; hôgen hô lézet a rî d’ann diavésiad, d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez.
Ezekiel 13:6Traou gwân a wélon̄t, ha gévier a ziouganon̄t, ô lavarout: Ann Aotrou en deûz lavaret: Petrâ-bennâg n’en deûz két ann Aotrou hô c’haset, é ken̄dalc’hon̄t d’ar péz hô deûz lavaret.
Ezekiel 14:8Sével a rinn va daoulagad war ann dén-zé, hag é likiinn anézhan̄ da skouér, ha da c’hoapérez, hag é tispenninn anézhan̄ eûz a greiz va fobl; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Ezekiel 34:10Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu é teûann va-unan étrézég ar vésérien-zé; mé a glaskô va zropel hag hé dennô eûz hô daouarn, ha mé a virô na baskin̄t mui va zropel, ha n’en em baskô mui ar vésérien hô-unan: ha mé a zieûbo va zrôpel eûz hô génou, ha na vézô mui da voéd d’ézhô;