Levr Yehezkel 14:23
Hô tic’hlac’hari a rain̄t, pa wélot hô hen̄chou hag hô ôbériou; ha c’houi a anavézô pénaoz né két héb abeg em bézô gréat kémen̄t-sé enn hé énep, émé ann Aotrou Doué. ———— XV. PENNAD Tud Jérusalem lékéat hével oud ar c’hoat gwini.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:40Kén na govésain̄t hô fallagriézou ha ré hô zadou, dré béré hô deûz torret va lézennou, hag hô deûz kerzet a-énep d’in.
Deuteronomy 8:2O véza m’az oud eur bobl san̄tel d’ann Aotrou da Zoué, ha ma en deûz da zilennet évit ma vézi eur bobl a-dû d’ézhan̄ hé-unan, é-kreiz ann holl boblou a zô war ann douar.
Job 33:27Selloud a rai oud ann dûd, hag é lavarô: Péc’het em eûz, gwall-c’hréat em eûz évit-gwir, ha n’ounn két bét kastizet ével ma tellézenn béza.
Jeremiah 7:17Râk chétu é kasinn ouz-hoc’h aéred, baziliked, out péré n’eûz két a vréou; hag hî a zan̄tô ac’hanoc’h, émé ann Aotrou.
Ezekiel 7:27Ar roué a skuḻô daérou, hag ar prin̄s a vézô glac’haret-brâz, ha daouarn pobl ann douar a grénô. Hervez hô hen̄chou é rinn d’ézhô, hag hervez hô barniou é varninn anézhô; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VIII. PENNAD Ézékiel a wél é spéred ann argarzidigézou a réeur é templ Jéruzalem.
Ezekiel 9:8Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.