Levr Yehezkel 14:3
Mâb dén, ann dûd-zé hô deûz lékéat hô hudurez enn hô c’halonou, hag hô fallagriez a zô bépréd dirâg hô daoulagad: pétrâ éta a respoun̄tinn d’ar goulennou a rain̄t ouz-in?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
Cross References
1 Samuel 28:6Akis a c’halvaz éta David hag a lavaraz d’ézhan̄: Ével ma eo béô ann Aotrou, té a zô reiz ha mâd dira-z-oun, ha p’az éz ha pa zeûez gan-én̄ er c’hamp: ha n’em eûz kavet abek é-béd enn-oud, adaleg ann deiz ma oud deûet d’am c’havout bétég ann deiz-man̄: hôgen na blijez ket d’ar brin̄sed.
Psalms 66:18Ma em eûz sellet oud ar fallagriez em c’haloun, ann Aotrou na zélaouô két ouz-in.
Proverbs 15:8Viktimou ar ré fallagr a vézô argarzuz d’ann Aotrou; gwéstlou ar ré reiz a vézô hétuz d’ézhan̄.
Proverbs 21:27Hostivou ar ré fallagr a zô argarzuz, ô véza ma in̄t kenniget diwar-benn ar gwall.
Isaiah 1:15Pa astennod hô taouarn, é tistroinn va daoulagad diouz-hoc’h: ha pa baottod hô pédennou, na zélaouinn kéd ouz-hoc’h; râg hô taouarn a zô leûn a c’hoad.
Jeremiah 7:8Pénaoz é livirit-hu: Fûr omp, ha lézen ann Aotrou a zô gan-é-omp? Pluen gaouiad ar skribed n’é deûz skrivet német gévier.