Levr Yehezkel 17:21
Hé holl dec’herien gan̄d hé holl armé a gouézô dindân ar c’hlézé; hag ann dilerc’h anézhô a vézô skiñet e péb avel; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 26:11Hô éd a zizéc’hô hag a vézô mac’het dindân ann treid; merc’hed a zeui, hag a zeskô anézhé; rag ar bobl-zé né két fûr; ha dré-zé ann hini en deûz hé c’hréat, n’en dévézô két a druez out-han̄, hag ann hini en deûz hé zoaréet, na drugarézô két anézhan̄.
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.
Ezekiel 6:7Hag eul lazérez tud a vézô enn hô touez; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Ezekiel 12:14Ha mé a skiñô é pép tû ar ré holl a zô war hé drô; ar ré a zô da gennerz d’ézhan̄, hé holl vrézélidi; ha mé a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h.