The Bible Software
bible.software › Levr Yehezkel › Levr Yehezkel 17 › Levr Yehezkel 17:22

Levr Yehezkel 17:22

Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Mé a gémérô boéden eûz a eur wézen-sedr uc’hel, hag hé likiinn; terri a rinn eûz a vék hé skourrou eunn embouden, hag é plan̄tinn anézhi war eur ménez uc’hel ha dreist ar ré all.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

Thus saith the Lord GOD; I will also take of the highest branch of the high cedar, and will set it; I will crop off from the top of his young twigs a tender one, and will plant it upon an high mountain and eminent:

In Context

21Hé holl dec’herien gan̄d hé holl armé a gouézô dindân ar c’hlézé; hag ann dilerc’h anézhô a vézô skiñet e péb avel; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet.

23War vénez uc’hel Israel é plan̄tinn anézhi, hag hi a daolô eur c’hresk, hag a rôi frouez, hag a zeûi da eur wézen-sedr brâz: hag al laboused holl a choumô dindan-hi, hag ann evned holl a rai hô neiz dindan skeûd hé skourrou.

Read all of Levr Yehezkel 17

Cross References

Psalms 2:6Hôgen mé a zô bét lékéat da rouê gant-han̄ war Zion, hé vénez san̄tel, évit rei da anaout hé gélennou.

Psalms 80:15Plijet gan-ez gwellaat ann hini éc’h eûz plan̄tet gan̄d da zourn déou; ha sell a druez oc’h mâp (T) ann dén éc’h eûz startéet évid-od.

Isaiah 4:2Enn deiz-zé, gwenn ann Aotrou a vézô uc’héléet hag énoret, ha frouez ann douar a vézô gorréet, hag ar ré a vézô bét dieûbet eûz a Israel a vézô laouénéet.»

Isaiah 53:2Pérâg é likit-hu hoc’h arc’han̄t er péz ha na hell két rei bara, hag hô labour er péz ha na hell két gwalc’ha? Sélaouit ac’hanoun, ha débrit ar péz a zô mâd, hag hoc’h éné en em lardô el lévénez.

Jeremiah 33:15Kaset em eûz d’é-hoc’h va holl zervichérien ar broféded; ô sével diouc’h ar min̄tin, em eûz hô c’haset, hag em eûz lavaret: Distrôit pép-hini eûz hô kwall hen̄chou, ha gwellait hoc’h ôbériou; na heûḻit két ann douéed a-ziavéaz ha na azeûlit két anézhô; ha c’houi a choumô enn douar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou; hôgen n’hoc’h eûz két dinaouet hô skouarn, ha n’hoc’h eûz két va zélaouet.

Ezekiel 34:29Ha mé a lakai da zével enn-hô eur blan̄ten brudet-brâz; ha na vézin̄t mui skarzet gan̄d ann naounégez war ann douar, ha na zougin̄t mui dismégans ar brôadou.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Yehezkel 17:22

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Yehezkel 17:21Levr Yehezkel 17Levr Yehezkel 17:23 →