Levr Yehezkel 18:13
Mar rô war gampi, ha mar kémer ouc’h-penn; hag hén̄ a vévô? Na vévô két; pa en dévézô gréat ann holl draou argarzuz-zé, é varvô, hag hé c’hoad a vézô war-n-ézhan̄ hé-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 20:9Néb en dévézô drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézo lékéat d’ar marô; ra gouézô hé c’hoad war-n-ézhan̄, ô véza ma en deûz drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm.
Leviticus 20:27Ar goâz pé ar vaouez é péré é vézô eur spéred Piton, pé eur spéred a ziougan, a vézô lékéat d’ar marô: labézet é vézin̄t, hag hô goâd a gouézô war-n-ézhô. ———— XXI. PENNAD. Dléadou ar véleien.
Ezekiel 3:18Pa livirinn d’ann dén fallagr: Mervel, mervel a rî; ma n’her roez két da anaout d’ézhan̄, ma na gomzez két out-han̄ évit ma tistrôi eûz hé wall hen̄t, ha mar bév; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.
Ezekiel 18:17Péhini a zistrô hé zourn eûz a bép direiz é-kén̄ver ar paour, na rô két war gampi, ha na gémer két ouc’h-penn, a heûl va barnédigézou, hag a valé em c’hélennou; hen-nez na varvô két é fallagriez hé dâd; hôgen béva a rai.
Ezekiel 18:28O véza éta m’en dévézô évéséet, ha ma vézô distrôet dioud ann holl fallagriézou en dévézô gréât, é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.
Ezekiel 33:4Piou-bennâg a glévô soun ar c’horn-boud, ha na lakai két a évez; mar teû ar c’hlézé war-n-ézhan̄, ha mar d-eo lazet gan̄t-han̄, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan.