Levr Yehezkel 18:19
Hag é livirit: Pérâg ar mâb n’en deûz két douget fallagriez ann tâd? O véza ma en deûz gréat ar mâb hervez ar varn hag ar reiz, ma en deûz miret va holl gélennou, ha ma en deûz hô sévénet; râk-sé é vévô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 5:9Ha ma vévot pell-amzer enn douar é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag en deûz lavaret ann Aotrou gan̄t lé hé rôjé d’hô tadou ha d’hô gwenn.
Lamentations 5:7Hon tadou hô deûz péc’het, ha n’in̄t mui; ha nî a zoug poan hô fallagriézou.
Ezekiel 18:9Mar balé em c’hélennou, ha mar mîr va barnédigézou évid ôber ar wirionez; hen-nez a zô gwirion, hag a vévô évit-gwîr, émé ann Aotrou Doué.
Ezekiel 20:24O véza n’hô dôa két gréat va barnédigézou, m’hô dôa distaolet va c’hélennou, m’hô dôa saotret va deisiou sabbat, ha m’hô dôa hô daoulagad heûliet idolou hô zadou.
Ezekiel 33:10Té éta, mâb dén, lavar da dî Israel: Ével-henn é komzit, ô lavarout: Hor fallagriézou hag hor péc’héjou a zô war-n-omp, hag enn-hô é tizéc’homp; pénaoz éta é helfemp-ni béva?