Levr Yehezkel 20:24
O véza n’hô dôa két gréat va barnédigézou, m’hô dôa distaolet va c’hélennou, m’hô dôa saotret va deisiou sabbat, ha m’hô dôa hô daoulagad heûliet idolou hô zadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 2:7Hô lékéat em eûz da von̄t enn eunn douar strujuz-meûrbéd, évit ma tebrfac’h hé frouez, hag hé holl vadou; ha pa oc’h bét éat enn-han̄, hoc’h eûz saotret va douar? Ha gréat eûz va digouéz eul léac’h a argarzidigez.
Ezekiel 18:6Ma na zebr két war ar ménésiou, ma na zâv két hé zaoulagad war idolou tî Israel; ma na wall két grég hé nésa, ha ma na dôsta két oud he c’hrég hé-unan, pa éma hé misiou gan̄t-hi:
Ezekiel 18:15Péhini na zebrô két war ar ménésiou, na zavô két hé zaoulagad étrézég idolou tî Israel, na na wallô két grég hé nésa.
Ezekiel 20:16O véza ma hô deûz distaolet va barnédigézou, ha n’hô deûz két baléet em c’hélennou, ha ma hô deûz saotret va deisiou sabbat; râk hô c’haloun a iéa war-lerc’h hô idolou.