Levr Yehezkel 33:10
Té éta, mâb dén, lavar da dî Israel: Ével-henn é komzit, ô lavarout: Hor fallagriézou hag hor péc’héjou a zô war-n-omp, hag enn-hô é tizéc’homp; pénaoz éta é helfemp-ni béva?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:39Mar choum c’hoaz eur ré-bennâg anézhô, é tizéc’hin̄t enn hô fallagriézou é douar hô énébourien, hag é vézin̄t glac’haret enn abek da béc’héjou hô zâdou ha d’hô ré hô-unan;
Ezra 9:15Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud. ———— X. PENNAD. Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.
Isaiah 49:14Ann hini a gerz da zigéri a zeûi abarz némeûr, n’hô lézô két da vervel bétég ann divéza, hag hé vara na ziouerô két.
Jeremiah 2:25Mîr oud da droad n’az ai enn-noaz, hag oud da c’houzouk n’en dévézô séc’hed. Ha té éc’h eûz lavaret: Kollet eo ar géd gan-én̄; bikenn n’her grinn; râg ann diavésidi a garann-kaer, hag éz inn war hô lerc’h.
Ezekiel 18:19Hag é livirit: Pérâg ar mâb n’en deûz két douget fallagriez ann tâd? O véza ma en deûz gréat ar mâb hervez ar varn hag ar reiz, ma en deûz miret va holl gélennou, ha ma en deûz hô sévénet; râk-sé é vévô.
Ezekiel 37:11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Mâb dén, ann holl eskern-zé eo tî Israel; hî hô deûz lavaret: Dizéc’het eo hon eskern, ha kollet eo hor géd; ha nî a zô rannet.