Levr Yehezkel 2:7
Va gériou a liviri éta d’ézhô, évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô; râk tûd héguz in̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 1:7Hag ann Aotrou a lavaraz din: Na lavar két: Eur bugel ounn; râk da béléac’h-bennâg m’az kasinn, éz î; ha kémen̄d a c’hourc’héminn d’id, a liviri.
Jeremiah 6:28Ar brin̄sed anézhô a zô ivé distrôet eûz hô hen̄t; enn touellérez é valéon̄t, arem hag houarn in̄t; saotret in̄t holl.
Jeremiah 26:2Ével-henn é lavar ann Aotrou d’in: Grâ éréou ha chadennou évid-od; ha laka-hi enn-drô d’as gouzouk.
Jeremiah 44:20Euun ounner goan̄t ha kaer eo ann Éjipt; eûz ann han̄ter-nôz é teûiô hé keskiner.
Ezekiel 3:4Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mab dén, kéa étrézé tî Israel, ha rô da anaout va gériou d’ézhô.
Ezekiel 3:17Mâb dén, da rôet em eûz da évésiad war di Israel: ar gér a glévi eûz va génou, hag hé rôi da anaout d’ézhô eûz va fers.