Levr Yehezkel 2:6
Hôgen té, mâb dén, n’az péz két a aoun ra-z-hô, ha na spoun̄t két râg hô lavariou: râg ar ré gan̄t pére émoud, a zô tûd diskrédik, ha dispac’herien; gan̄t kruged é choumez: N’az péz két a aoun râg hô gériou, ha na spoun̄t két râg hô zremmou râg eunn ti héguz eo.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Va gériou a liviri éta d’ézhô, évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô; râk tûd héguz in̄t.
Cross References
Isaiah 9:18Râg ar fallagriez é deûz losket ével tân, hag hî a zévô ann dréz hag ann drein: en em en̄tana a rai e-kreiz eur c’hoad stan̄k, hag é savô ouc’h kréac’h ével korven̄tennou môged.
Isaiah 51:12Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen. ———— LIV. PENNAD. Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.
Jeremiah 1:17Té éta, laka da c’houriz enn-drô d’id, sâv, ha lavar d’ézhô kémen̄d a c’h ourc’hémennann d’id. N’az péz két a aoun ra-z-hô, râk mé a rai pénaoz na vézô két spoun̄tuz hô dremm d’id.
Ezekiel 3:9Ével ann diaman̄t hag ével ar bili em eûz lékéat da dâl da véza; n’az péz két a aoun ra-z-hô, na spoun̄t két dirâg hô dremm; ô véza ma eo eunn ti héguz.