Levr Yehezkel 2:8
Hôgen té, mâb dén, sélaou kémen̄d a livirinn d’id, ha na véz két héguz, ével ma eo héguz ann tî-zé: digor da c’hénou ha debr kémen̄d a rôann d’id.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Va gériou a liviri éta d’ézhô, évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô; râk tûd héguz in̄t.
Cross References
Numbers 20:10Hag ô véza dastumet ar bobl dirâg ar méan, é lavaraz d’ézhô: Sélaouit, tûd amzen̄t ha diskrédik: ha nî a hellô lakaad dour da zilammout d’é-hoc’h eûz ar méan-zé?
Isaiah 8:11Râg evel-henn en deûz komzet ann Aotrou ouz-in; ô terc’hel ac’hanoun gan̄d hé zourn gallouduz en deûz va desket, gan̄d aoun na gerzchenn é hen̄t ar bobl-zé, hag en deûz lavaret d’in:
Jeremiah 15:16Chétu mé a gasô kalz a beskétérien, émé ann Aotrou, hag hî a beskétô anézhô; ha goudé-zé é kasinn d’ézhô kalz a hémolc’hidi a hémolc’hô anézhô eûz a bép ménez, eûz a bép krec’hien, hag eûz a géviou ar réc’hier.
Ezekiel 3:10Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, laka enn da galoun ann holl c’hériou a lavarann d’id, ha sélaou anézhô gan̄d da ziskouarn.
Jonah 1:3Ha Jonas a zavaz, évit tec’hout da Darsia a zirâg ann Aotrou: hag hén̄ a ziskennaz da Joppé, hag a gavaz eul léstr a iéa da Darsis: hag hén̄ a baéaz ar bréou, hag a iéaz el léstr, évit mon̄t gan̄t-hô da Darsis a zirâg ann Aotrou.