Levr Yehezkel 21:15
A lakai ar galonou da zizéc’ha, hag a gresko ann disman̄trou. Digas a rinn ar spoun̄t oud hô holl zôriou dirâg ar c’hlézé lemm-zé, limet évit luc’ha, béget évit laza.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Lemm, da vég; kéa a zéou pé a gleiz, é pé léac’h-bennâg ma plijô d’as dremm.
Cross References
Psalms 22:14Ével dour ounn bét dinaouet, ha va holl eskern a zô bét diléc’het. Va c’haloun em c’hreiz a zô deûet ével koar zô ô teûzi.
Ezekiel 15:7Ha mé a lakai va dremm enn hô énep; don̄t a rain̄t er-méaz eûz ann tân, hag ann tân hô bévézô; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou; p’am bézô lékéat va dremm enn hô énep,
Ezekiel 21:7Ha pa livirin̄t d’id: Pérâg éc’h huanadez? É liviri: Gan̄d ar péz a glévann; râg hén̄ a zeû; hag ann holl galounou a zizéc’hô, hag ann holl zaouarn a vézô diners, hag ann holl spéréjou a vézô gwanet, hag ann dour a rédô héd-da-héd ann holl c’hlinou; chétu é teû, hag é c’hoarvez, émé ann Aotrou Doué.
Ezekiel 21:22Kouéza a réaz ann diouganérez war Jéruzalem, a ioa enn tu déou; hén̄ a zavaz ijinou brézel, a zigoraz hé c’hénou évid al lazérez, a réaz garmou brâz, a zavaz ann ijinou brézel oud ann ôriou, a réaz savennou-douar, hag a zavaz kréou.