Levr Yehezkel 22:26
Hé béleien hô deûz disprizet va lézen, ha saotret va zan̄tuar; n’hô deûz két gréat a zishévélédigez étré eunn dra san̄tel hag eunn dra ne d-eo ket san̄tel: n’hô deûz két gwézet anaoud eunn dra dic’hlan dioud eunn dra glân; distrôet hô deûz hô daoulagad diouc’h va deisiou sabbat, ha saotret é oann enn hé c’hreiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 10:1Neûzé Nadab hag Abiu, mipien Aaron, ô véza kéméret hô ézan̄souérou, a lékéaz enn-hô tân né oa két diwar ann aoter (M) hag ézan̄s war-c’horré, hag a gennigaz dirâg ann Aotrou ann tân-zé a ziavéaz; ar péz na oa két bét gourc’hémennet d’ézhô.
Leviticus 11:47Evit ma anavézot ar péz a zô glân dioc’h ar péz a zô dic’hlan, ha ma wiot pétrâ a dléit da tibri pé da zisteûrel. ———— XII. PENNAD. Glanérez ar gragez.
Leviticus 22:2Komz oud Aaron hag oud hé vipien, évit ma pellain̄t diouc’h kennigou sakr bugalé Israel, ha na zaotrin̄t két va hanô san̄tel er péz a zô kenniget d’in. Mé eo ann Aotrou.
Jeremiah 2:26Ével ma eo mézékéet eul laer pa eo paket, ével-sé eo bét mézékéet tî Israel, hî, hô rouéed, hô frin̄sed, hô béléien, hag hô proféded;