Levr Yehezkel 23:47
Ra zeûi ar boblou d’hô labéza gan̄t mein, ha d’hô zoulla gan̄d hô c’hlézeier; ra lazin̄t hô mipien hag hô merc’hed; ra zevin̄t hô ziez gan̄d ann tân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 13:16Mar saô eunn tést gaouiad a-énep eunn dén, oc’h hé damallout a wallérez,
Jeremiah 39:8Hôgen enn hô zouez en em gavaz dék dén, péré a lavaraz da Ismahel: Na lâz két ac’hanomp; râk nî hon eûz ten̄zoriou enn hor parkéier, ha gwiniz, hag heiz hag éôl, ha mél. Hag hén̄ a éhanaz, ha n’hô lazaz két gan̄d hô breudeur.
Ezekiel 9:6Lazit bétég ann divéza ar ré gôz, ar paotred-iaouan̄k, ar plac’hed-iaouan̄k, ar vugalé hag ar gragez; hôgen na lazit két kémen̄d hini war béhini é wélot ann thau; ha déraouit dré va zan̄tuar. Déraoui a réjon̄t éta dré ann dûd kôz a ioa dirâg ann tî.
Ezekiel 23:25Ha mé a lakai va oaz enn da énep, hag hî hé zévénô gan̄t frouden; trouc’ha a rain̄t da frî ha da ziskouarn; hag ar péz a vézô choumet a gouézô dindân ar c’hlézé; da vipien ha da verc’hed a gémérin̄t; hag ann dilerc’h ac’hanod a vézô dévet gan̄d ann tân.
Ezekiel 24:6Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Gwâ ar géar a c’hoad, ar pôd a zô merklet, ha n’az a két ar merkl diout-han̄; tenn ar c’hîk anézhan̄ a-damm-é-tamm, hép ma vézo taolet ar sort war-n-ézhô.