Levr Yehezkel 23:48
Ével-sé é laminn ar gwall eûz ar vrô, hag ann holl c’hragez a zeskô da dec’hout diouc’h gwallou ar ré-man̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 13:11Hôgen mar teû eur ré, dré gasoni oud hé nésa, d’hé spia évid hé laza, mar sâv, mar skô gan̄t-han̄, ha mar lâz anézhan̄, ha mar tec’h enn unan-bennâg eûz ar c’heriou-zé,
Isaiah 26:9Dré-zé éta é vézô distolet hé fallagriez da di Jakob; hag ann holl frouez a vézô ann distol eûz hé béc’hed; pa en dévézô torret holl vein hé aoter ével mein râz, ha pa en dévézô diskaret aon holl goajou hag ann holl demplou.
Ezekiel 6:6Enn holl vrôiou é péré é choumit, ar c’hériou a vézô didûd, al lec’hiou-uc’hel a vézô freûzet ha diskaret; hoc’h aotériou a gouézô hag a vézô brévet; hoc’h idolou a éhanô da véza azeûlet, hô templou a vézô diskaret, hag hoc’h ôbériou a vézô kaset-da-gét.
Ezekiel 22:15Râk mé a skiñô ac’hanod é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô ac’hanod é-kreiz ar boblou: hag é likiinn da éhana enn-od da hudurez.
Ezekiel 36:25Ha mé a skuḻô war-n-hoc’h dour glân, ha c’houi a vézô glanet eûz hoc’h holl saotrou, ha mé hô klanô eûz hoc’h holl idolou.
Zephaniah 1:3Strolla a rinn; ann dud hag al loéned; strolla a rinn evned ann én̄v ha peskéd ar môr: dispenna a rinn ar re fallagr, hag é kollinn ann dûd diwar ann douar, émé ann Aotrou.