Levr Yehezkel 23:49
Hag hî a lakai da gouéza hô kwall war-n-hoc’h; hag é tougod péc’héjou hoc’h idolou; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué. ———— XXIV. PENNAD Marô grég Ézékiel. Difenned eo d’ézhan̄ ôber kaon̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 7:4Va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
Ezekiel 9:10Râk-sé va lagad na espernô két, ha n’em bézô két a druez; hô hen̄t a likiinn da gouéza war hô fennou.
Ezekiel 16:43O véza n’eo két deûet a goun d’id eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, ha ma éc’h eûz va héget é kémen̄t-sé; râk-sé em eûz rôet da hen̄chou war da benn, émé ann Aotrou Doué; ha n’em eûz két gréat hervez da wallou enn da holl argarzidigézou.
Ezekiel 20:38Ha mé a rannô diouz-hoc’h ar ré amzen̄t, hag ar ré fallagr, hag é tenninn anézhô eûz ar vrô é péhini é choumon̄t, ha n’az ain̄t két é brô Israel; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou:
Ezekiel 20:44Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô gréat vâd d’é-hoc’h enn abek d’am hanô, ha nann hervez hô kwall hen̄chou, hag hervez hô kwallou argarzuz, tî Israel, émé ann Aotrou Doué.