Levr Yehezkel 25:7
Râk-sé chétu mé a astennô va dourn war-n-od, hag a rôi ac’hanod da breiz d’ar brôadou; da lémel a rinn eûz a douez ar boblou, da zispenna a rinn diwar ann douar, da vrévi a rinn; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 6:14Ha mé a astennô va dourn war-n-ézhô; hag é likiinn ann douar da véza gwastet ha dilézet, adalek distrô Déblata, el lec’hiou holl é péré é choumen̄t; hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VII. PENNAD Diwar-benn disman̄tr douar Israel.
Ezekiel 25:10Da vugalé ar sâv-héol gan̄t bugalé Ammon; hag hé rôinn d’ézhô é digouéz; évit na vézô mui a goun eûz a vugalé Ammon é-touez ar brôadou,
Ezekiel 25:16Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ar Filistined, hag é lazinn al lazérien-zé, hag é tispenninn dilerc’hiou aod ar môr.
Amos 1:14Tân a gasinn war vuriou Rabha: hag hén̄ a zevô hé ziez é-kreiz ar iouc’hadennou é deiz ar brézel, hag é-kreiz ar c’horven̄tennou é deiz ar stourm.