Levr Yehezkel 26:7
Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zigasô da Dir eûz ann han̄ter-nôz Nabukodonosor, roué Babilon, roué ar rouéed, gan̄t kézek, ha kirri, ha marc’héien, hag ul lôd brâz a dûd hag a boblou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 10:8Râg hén̄ a lavarô:
Jeremiah 6:23Gan̄t saésiou hag eunn diren en em gannô; krîz eo ha didruez; hé vouéz a rai trouz ével ar môr; hag hî a biñô war hô c’hézek, ével tûd daré d’ar brézel, enn da énep, ô merc’h Sion.
Jeremiah 25:22Hag ar roué Joakim a gasaz tûd enn Éjiipt, Elnatan mâb Ac’hobor, ha tûd gan̄t-han̄ enn Éjipt.
Ezekiel 23:24Hag é teûin̄t enn da énep gan̄t kalz a girri hag a rôdou, hag eul lôd brâz a boblou; sével a rain̄t enn da énep a bép tû, hag hi armet a harnézou, a dirennou, hag a dôkou-houarn; hag é rôinn ar varnédigez dira-z-hô, hag hî a varnô ac’hanod hervez hô barnédigézou hô-unan.
Ezekiel 26:10Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet. ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.