Levr Yehezkel 26:8
Da verc’hed, péré a zô er parkéier, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé; kréou ha savennou douar a zavô enn dro d’id; ann diren a c’horréô enn da énep.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Koadennou ha tourzed a zavô oud da vuriou, hag é tiskarô da douriou gan̄d hé armou.
Cross References
2 Samuel 20:15Don̄d a réjon̄d éta, hag é stourmchon̄t out-han̄ é Abéla hag é Betmaac’ha; hag hî a zavaz kembotou war-drô da gear, ha grounnet é oé kéar: hag ar ré holl a oa gan̄t Joab, a glaské ann doaré da ziskara ar vûr.
Jeremiah 32:24Ha n’éc’h eûz két gwélet pénaoz é komz ar bobl-zé, ô lavarout: Ann diou wenn eo dôa dilennet ann Aotrou, a zô bét dispennet; disprizet eo va fobl gan̄t-hô, ha n’eo mui ével eur vrôad dira-z-hô.
Ezekiel 21:22Kouéza a réaz ann diouganérez war Jéruzalem, a ioa enn tu déou; hén̄ a zavaz ijinou brézel, a zigoraz hé c’hénou évid al lazérez, a réaz garmou brâz, a zavaz ann ijinou brézel oud ann ôriou, a réaz savennou-douar, hag a zavaz kréou.