Levr Yehezkel 30:9
Enn deiz-zé éz ai kannaded a zira-z-oun, war listri, évid diskara balc’hded ann Étiopia; hag ar spoun̄t é zeûiô enn-hô é deiz ann Éjipt, ô véza ma teûiô hép mâr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 18:1Béac’h ann Éjtpt. Chétu ann Aotrou a biñô war eur c’hoabren skan̄v, hag a iélô enn Éjipt; hag idolou ann Éjipt a vézô horellet dira-z-han̄, ha kaloun ann Éjipt a deûzô enn hé c’hreiz.
Isaiah 20:3Râk-sé va bouzellou a zô leûn a c’hlac’har; diroget eo va dargreiz ével hini eur c’hrég é gwilioud; pa glevann ounn spoun̄tet, pa wélann ounn strafiḻet.
Isaiah 23:5Hag ann douar a zo saotret gan̄d ar ré a choum enn-han̄; râg hî hô deûz torret al lézennou, hô deûz trôet ar gwîr, hô deûz kaset-da-gét ar gévrédigez a dlié padout da-vikenn.
Isaiah 47:8Ével-henn é lavar ann Aotrou: Enn amzer vâd em eûz klévet ouz-id, hag é deiz ar zilvidigez em eûz da gen-nerzet; da viret em eûz, hag em eûz da rôet da gévrédigez d’ar bobl, évit ma savchez ann douar, ha m’ez pijé ann digwésiou skiñet.
Jeremiah 49:31Ar rédérien a ziarbennô ar rédérien, hag ar gannaded a ziarbennô ar gannaded, évit rei da anaout da roué Babilon, pénaoz eo kéméret hé géar eûz ann eil benn d’égilé,
Ezekiel 26:16Hag holl brin̄sed ar môr a ziskennô diwar hô zrônou; hag hî a zilézô arouésiou hô galloud, a zistolô hô gwiskou marellet, hag a vézô leûn a spount; war ann douar éc’h azézin̄t, hag é vézin̄t souézet gan̄d da ziskar ken trumm.