Levr Yehezkel 31:10
Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma eo savet houn-nez enn hé uc’helder, ma é deûz gorréet bâr hé skourrou ker glaz ha ker stan̄k, ha ma eo bét savet hé c’haloun enn hé uc’helder;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 11:11Râg hén̄ a anavez gwander ann dûd; hag ô wélout hô fallagriez, ha na zell-hén̄ két pîz out-hî?
Proverbs 18:12Abarz béza brévet, kaloun ann dén a zaô, hag abarz béza énoret, é véz izéléet (T).
Isaiah 14:13Te péhini a lavaré enn da galoun: Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.
Ezekiel 31:14Dré-zé ann holl wéz, plan̄tet war ann doureier na zavin̄t mui enn hô uc’helder, ha na c’horrôin̄t mui hô bâr dreist hô skourrou ker stan̄k; hag ar ré a vézô douret na choumin̄t két enn hô sâ: râg holl in̄t bét rôet d’ar marô é gwéled ann douar, é-kreiz bugalé ann dûd, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.
Daniel 5:20Hôgen goudé ma eo bét savet hé galoun, ha ma eo bét startéet hé spéred er balc’hder, eo bét diskaret eûz hé drôn, ha tennet hé c’hloar digan̄t-han̄: