Levr Yehezkel 31:17
Râg hî ivé a ziskennô enn ifern, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé; ha kémen̄d hini anézhô a vézo bét da vréac’h d’ézhi, a vézô azézet dindân hé skeûd é-kreiz ar brôadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 3:17Goudé hé-man̄ é labouraz al Lévited, ha Réhum, mâb Benni: ha goudé hé-man̄ Hasébias, prin̄s han̄ter bann Seila, enn hé bann hé-unan.
Isaiah 14:9Ann ifern hé-unan a zô bét kéflusket pa oud deuet enn-han̄; al lan̄gouineien en deûz lékéat da zével ouz-id. Holl brin̄sed ann douar, holl rouéed ar brôadou a zô savet diwar hô zrônou.
Ezekiel 30:6Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ar ré a gennerzé ann Éjipt a gouézô ivé, ha balc’hded hé c’halloud a vézô kaset-da-gét; adalek tour Sien é kouézin̄t enn-han̄ gan̄d ar c’hlézé, émé ann Aotrou Doué ann arméou.
Ezekiel 31:3Chétu Assur a ioa ével eur wézen-sedr war al Liban, kaer enn hé skourrou, stan̄k enn hé bran̄kou, hag uc’hel-brâz; hag é-touez hé skourrou stan̄k, é savé hé bâr.
Ezekiel 32:20Kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé é-kreiz ar ré lazet: rôed eo ar c’hlézé, distaolet é vézô-hî, hag hé holl boblou.