Levr Yehezkel 31:16
Gan̄t trouz hé disman̄tr em eûz spoun̄tet ar brôadou, pa hé c’hasenn d’ann ifern, gan̄d ar ré a ziskenné er poull; hag ann holl wéz dudiuz ar ré vrasa hag ar ré uc’héla eûz al Liban, péré a oa bét douret, a zô bét dizoaniet é gwéled ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 14:15Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.
Ezekiel 26:10Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet. ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.
Ezekiel 27:28Ouc’h trouz garmou da lévierien é vézô spoun̄tet ar strolladou listri.
Ezekiel 31:14Dré-zé ann holl wéz, plan̄tet war ann doureier na zavin̄t mui enn hô uc’helder, ha na c’horrôin̄t mui hô bâr dreist hô skourrou ker stan̄k; hag ar ré a vézô douret na choumin̄t két enn hô sâ: râg holl in̄t bét rôet d’ar marô é gwéled ann douar, é-kreiz bugalé ann dûd, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.
Ezekiel 32:18Mâb dén, kân eur ganaouen kan̄vaouuz diwar-benn holl bobl ann Éjipt; ha distol hi hé-unan, hî ha merc’hed ar brôadou ar ré gréva, enn douar ann izéla, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.
Nahum 2:3Tiren hé dûd-kré a lûc’h ével tân, hé dûd-a-vrézel a zô gôlôet a vouk: é liou tân eo lerennou hé girri é deiz ann emgann, hag hô c’harrénerien a zô môrédet.