Levr Yehezkel 31:8
Ar gwéz-sedr na oan̄t két uc’héloc’h éget-hi é liors Doué, ar gwéz-sapr na oan̄t két kenn uc’hel hag hî, nag ar gwéz-platan kén lédan hag hî enn hô skourrou; na oa gwézen é-béd é liors Doué hén̄vel oud hou-man, na ker kaer hag hî.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 37:35Gwélet em eûz ann dén fallagr uc’héléet, ha kenn uc’hel ha gwéz-sedr Liban.
Isaiah 10:7Hôgen hén̄ na brédériô két kémen̄t-sé, né kéd hen-nez a vézô ménoz hé spéred; hé galoun na c’hoan̄tai némed ar gwastérez, néméd al lazérez eûz a galz a vrôadou.
Ezekiel 28:13É dudiou paradoz Doué oud bét: pép méan talvouduz a c’hôlôé ac’hanod; ar sardon, ann topaz, ar jasp, ar c’hrizolit, ann oniks, ar béril, ar safir, ar c’harboun̄kl, hag ann éméroden, hag ann aour a greské da skéd; hag ar zutellou a zô bét aozet évid ann deiz é péhini oud bét krouet.
Ezekiel 31:18Out piou oud-dé hén̄vel, té péhini a zô kér brâz ha kenn uc’hel é-touez ar gwéz dudiuz? Chétu oud bét diskennet gan̄d ar gwéz dudiuz é gwéled ann douar; é-kreiz ar ré-zienwadet é kouski, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé. Ével-sé é vézô Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué. ———— XXXII. PENNAD Diougan all diwar-benn ann Éjipt.