Levr Yehezkel 32:18
Mâb dén, kân eur ganaouen kan̄vaouuz diwar-benn holl bobl ann Éjipt; ha distol hi hé-unan, hî ha merc’hed ar brôadou ar ré gréva, enn douar ann izéla, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Hag enn daouzékved bloaz, er pemzékved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout:
19É pétra oud-dé kaéroc’h? Diskenn, ha kousk gan̄d ar ré-zienwadet.
Cross References
Psalms 30:9Da bétrâ é talvô va goâd, pa ziskenninn er béz? Hag ar poultr az meûlô, pé a embannô da wirionez?
Isaiah 14:15Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.
Jeremiah 1:10Chétu em euz da lékéat hiriô war ar brôadou, ha war ar rouan̄télésiou, évid diframma, ha dispenna, ha kolla, ha skiña, ha sével, ha plan̄ta.
Ezekiel 26:20P’am bézô da zidennet gan̄d ar ré a ziskenn er poull étrézég ar bobl peûr-baduz, hag em bézô da lékéat é gwéled ann douar ével distrôiou kôz, gan̄d ar ré a zô diskennet er poull, évit na choumô dén enn-od; hôgen p’am bézô rôet va gloar é douar ar ré véô;
Ezekiel 31:16Gan̄t trouz hé disman̄tr em eûz spoun̄tet ar brôadou, pa hé c’hasenn d’ann ifern, gan̄d ar ré a ziskenné er poull; hag ann holl wéz dudiuz ar ré vrasa hag ar ré uc’héla eûz al Liban, péré a oa bét douret, a zô bét dizoaniet é gwéled ann douar.
Ezekiel 32:12Gan̄t klézéier ar ré gré é tiskarinn da lôd brâz a dûd: didrec’huz eo ann holl vrôadou-zé; hag hi a gasô-da-gét balc’hder ann Éjipt, hag hé holl dûd a vézô bévézet.