Levr Yehezkel 32
1Hag enn daouzékved bloaz, enn daouzékved mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teuaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout:
2Mâb dén, grâ eur c’heinvan diwar-benn Faraon, roué ann Éjipt, ha lavar d’ézhan̄: Out léon ar brôadou oud bét hén̄vel, hag oud ann aérouan̄t a zô er môr: skei a réez gan̄d da gorn kémen̄d a oa enn da steriou, tévalaad a réez ann doureier gan̄d da dreid, hag é vac’hez hô steriou.
3Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn war-n-od va rouéjou gan̄d eul lôd brâz a boblou, hag é tidenninn ac’hanod em zeûlen.
4Da deûrel a rinn war ann douar, hag é tilézinn ac’hanod war c’horré ar mésiou: lakaad a rinn evned ann én̄v da choum war-n-od, ha loéned ann douar holl d’en em walc’ha ac’hanod.
5Da gîg a likiinn war ar ménésiou, hag é leûninn ann traon̄iennou gan̄d da vreinadurez.
6Skuḻa a rinn da c’hoad brein war zouar ar ménésiou, hag é leûninn ann traon̄iennou gan-éz.
7Pa vézi marô, é c’hôlôinn ann én̄v, hag é likiinn ar stéred da véza dû; ann héol a c’hôlôinn gan̄d eur goabren, hag al loar na rôi két hé goulou.
8Holl c’houlaouennou ann én̄v a likiinn da wéla war-n-od; ann dévalien a skuḻinn war da zouar, émé ann Aotrou Doué, pa gouézô da ré-c’hlazet é-kreiz ann douar, émé ann Aotrou Doué.
9Ha mé a lakai da skrija kaloun meûr a bobl, pa rôinn da anaout da zisman̄tr é-touez ar brôadou, é brôiou ha na anavézez két.
10Ha me a lakai kalz poblou da zaouzani diwar da benn, hag hô rouéed a vézô spoun̄tet-brâz enn abek d’id, pa zéraouô va c’hlézé tréménoud dira-z-hô: ha pép-hini anézhô a grénô évit-han̄ hé-unan é deiz da zisman̄tr.
11Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Klézé roué Babilon a zeûi war-n-od.
12Gan̄t klézéier ar ré gré é tiskarinn da lôd brâz a dûd: didrec’huz eo ann holl vrôadou-zé; hag hi a gasô-da-gét balc’hder ann Éjipt, hag hé holl dûd a vézô bévézet.
13Ha mé a lakai da vervel ann holl loéned a oa war-héd ann douréier vrâz; ha na vézin̄t mui kéflusket gan̄t troad ann dén; ha karn al loéned n’hô strafiḻô mui.
14Neûzé é likiinn hô douréier da véza dizaotr, hag hô stériou da véza ével éô1, émé ann Aotrou Doué.
15P’am bézô gwastet douar ann Éjipt; pa vézô deûet didûd hé holl brô; p’am bézô skôet gan̄d hé holl dûd; hî a wézô neûzé pénaoz eo mé ann Aotrou.
16Ével-henn hé gwéli, ével-henn hé gwélin̄t: merc’hed ar brôadou a wélo anézhan̄; gwélet é vézô war ann Éjipt, ha war hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué.
17Hag enn daouzékved bloaz, er pemzékved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout:
18Mâb dén, kân eur ganaouen kan̄vaouuz diwar-benn holl bobl ann Éjipt; ha distol hi hé-unan, hî ha merc’hed ar brôadou ar ré gréva, enn douar ann izéla, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.
19É pétra oud-dé kaéroc’h? Diskenn, ha kousk gan̄d ar ré-zienwadet.
20Kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé é-kreiz ar ré lazet: rôed eo ar c’hlézé, distaolet é vézô-hî, hag hé holl boblou.
21Ar ré c’halloudusa é-touez ar ré gré a gomzô gan̄t-hi eûz a greiz ann ifern, hî péré a zô bét diskennet gan̄d hô skoazellerien, hag a zô marô dienwad, goudé béza bét lazet gan̄d ar c’hlézé.
22Énô éma Assor, hag hé holl bobl; hé vésiou a zô war hé drô; holl in̄t bét lazet, holl in̄t bét kouézet dindân ar c’hlézé.
23Rôet eo bét d’ézhô bésiou é gwéled ar poull; hag hé holl bobl a zô enn-drô d’hé véz; hî holl péré a zô bét lazet, péré a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé, goudé béza bét taolet ar spoun̄t gwéc’hall é douar ar ré véô.
24Énô éma Élam, hag hé holl bobl enn-drô d’hé véz; hî holl péré a zô bét lazet, hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé; hî péré a zô diskennet dienwad é gwéled ann douar, hî péré hô deûz taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô, hag hô deûz douget hô dismégañs gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.
25É-kreiz ar ré lazet hô deûz lékéat hé wélé, é-touez hé holl boblou; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet hag a zô bet lazet gan̄d ar c’hlézé; ô véza m’hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô; hag hî hô deûz douget hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull; é-kreiz ar ré lazet in̄t bét lékéat.
26Énô éma Mosoc’h ha Tubal, hag hé holl bobl; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet, a zô bét lazet hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé; ô véza ma hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô.
27Na gouskin̄t két gan̄d ar ré galounek, péré a zô bét kouézet hag hî dienwadet, péré a zô diskennet d’ann ifern gan̄d hô armou, hag hô deûz lékéat hô c’hlézéier dindân hô fennou; hô fallagriézou a zô éat enn hô eskern, ô véza ma in̄t bét spoun̄t ar re gré é douar ar ré véô.
28Té éta a vézô brévet é-kreiz ar ré-zienwadet, hag a gouskô gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé.
29Énô éma ann Iduméa hag hé rouéed, hag hé holl zuged, péré a zô bét lékéat gan̄t hô holl armé é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé; hag hî a zô kousket gan̄d ar ré-zienwadet, ha gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.
30Énô éma holl brin̄sed ann han̄ter-nôz, hag ann holl wénaérien, péré a zô bét kaset gan̄d ar ré a zô bét lazet, hag hi spoun̄tet-brâs, ha leûn a véz enn hô ners; kousket in̄t dienwad é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar chlézé, ha douget hô deûz hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.
31Faraon en deûz hô gwélet, hag a zô bét dizoaniet gan̄d al lôd brâz eûz hé bobl a zô bét lazet gan̄d ar c’hlezé. Faraon hag hé holl armé, émé ann Aotrou Doué:
32Râk rôet em eûz va heûz é douar ar ré véô; hag hén̄ a zô bét kousket é-kreiz ar ré-zienwadet, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, da lavaroud eo, Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué. ———— XXXIII. PENNAD Ann Aotrou na c’houlenn két koll tî Israel, hôgen hé zistrô oud Doué.