Levr Yehezkel 32:21
Ar ré c’halloudusa é-touez ar ré gré a gomzô gan̄t-hi eûz a greiz ann ifern, hî péré a zô bét diskennet gan̄d hô skoazellerien, hag a zô marô dienwad, goudé béza bét lazet gan̄d ar c’hlézé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 9:17Bézet taolet ar béc’herien enn ifern, hag ann holl vrôadou péré a an̄kounac’ha Doué.
Proverbs 14:32Ann dén fallagr a vézô distôlet enn hé zrougiez; hôgen ann dén reiz a laka hé c’héd en hé varô.
Isaiah 14:9Ann ifern hé-unan a zô bét kéflusket pa oud deuet enn-han̄; al lan̄gouineien en deûz lékéat da zével ouz-id. Holl brin̄sed ann douar, holl rouéed ar brôadou a zô savet diwar hô zrônou.
Ezekiel 32:19É pétra oud-dé kaéroc’h? Diskenn, ha kousk gan̄d ar ré-zienwadet.
Ezekiel 32:27Na gouskin̄t két gan̄d ar ré galounek, péré a zô bét kouézet hag hî dienwadet, péré a zô diskennet d’ann ifern gan̄d hô armou, hag hô deûz lékéat hô c’hlézéier dindân hô fennou; hô fallagriézou a zô éat enn hô eskern, ô véza ma in̄t bét spoun̄t ar re gré é douar ar ré véô.