Levr Yehezkel 32:27
Na gouskin̄t két gan̄d ar ré galounek, péré a zô bét kouézet hag hî dienwadet, péré a zô diskennet d’ann ifern gan̄d hô armou, hag hô deûz lékéat hô c’hlézéier dindân hô fennou; hô fallagriézou a zô éat enn hô eskern, ô véza ma in̄t bét spoun̄t ar re gré é douar ar ré véô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 20:11Hé eskern a vézô leûn eûz a zireisiou hé iaouan̄ktiz, hag a c’hourvézô gan̄t-han̄ er poultr.
Psalms 92:7Pa vézô savet ar béc’herien ével ar géot; ha pa vézô en em ziskouézet ar ré holl péré a râ fallagriez; hî a vézô kollet da-vikenn.
Psalms 109:18Ra vézô d’ézhan̄ ével ar zaé a c’hôlô anézhan̄; hag ével ar gouriz a zô bépréd enn-drô d’ézhan̄.
Isaiah 14:16Ar ré az gwélô, a zellô ouz-id, ha goudé m’hô dévézô da arvestet, e livirin̄t: Hag hen-nez eo ann dén en deûz strafiḻet ann douar, en deûz spoun̄tet ar rouan̄télésiou,
Ezekiel 26:17Hag hî oc’h ôber war-n-od keinvanou, a lavarô d’id: Pénaoz oud-dé bét dispennet, té péhini a choumé é-kreiz ar môr, kéar gaer, péhini a oa kré war ar môr, gan̄d da holl dûd, péré a oa deûet da spoun̄t d’ar béd holl?