Levr Yehezkel 32:24
Énô éma Élam, hag hé holl bobl enn-drô d’hé véz; hî holl péré a zô bét lazet, hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé; hî péré a zô diskennet dienwad é gwéled ann douar, hî péré hô deûz taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô, hag hô deûz douget hô dismégañs gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 1:17Mipien Sem: Élam, hag Asar, hag Arfaksad, ha Lud, hag Aram, hag Hus, hag Hul, ha Géter, ha Mosoc’h.
Isaiah 11:11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.
Ezekiel 16:52Doug éta da véz, pa éc’h eûz trec’het da c’hoarézed gan̄d da béc’héjou, oc’h ôber gwasoc’h égét-hô; râk didamallet in̄t gan-éz; béz éta mézékéet ha doug da véz, pa éc’h eûz didamallet da c’hoarézed.
Ezekiel 26:20P’am bézô da zidennet gan̄d ar ré a ziskenn er poull étrézég ar bobl peûr-baduz, hag em bézô da lékéat é gwéled ann douar ével distrôiou kôz, gan̄d ar ré a zô diskennet er poull, évit na choumô dén enn-od; hôgen p’am bézô rôet va gloar é douar ar ré véô;