Levr Yehezkel 32:25
É-kreiz ar ré lazet hô deûz lékéat hé wélé, é-touez hé holl boblou; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet hag a zô bet lazet gan̄d ar c’hlézé; ô véza m’hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô; hag hî hô deûz douget hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull; é-kreiz ar ré lazet in̄t bét lékéat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 10:4Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h: Dic’houin da glézé, ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber. Saül éta a géméraz hé glézé hé-unan, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
Ezekiel 32:19É pétra oud-dé kaéroc’h? Diskenn, ha kousk gan̄d ar ré-zienwadet.
Ezekiel 44:7Béza digaset em san̄tuar mipien diavésidi, dienwad a galoun, ha dienwad a gîk, péré a zaotr va zî: béza kenniget va baraou, al lard hag ar goad; béza torret va c’hévridigez gan̄d hoc’h holl wallou.
Luke 12:4Lavaroud a rann éta d’é-hoc’h, va miñouned: N’hô pézet kéd a aoun râg ar ré a lâz ar c’horf, ha péré goudé-zé n’hô deûz mui nétrâ da ôber.