Levr Yehezkel 32:26
Énô éma Mosoc’h ha Tubal, hag hé holl bobl; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet, a zô bét lazet hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé; ô véza ma hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 27:13Ar Grésia, Tubal, ha Mosoc’h a oa ivé da varc’hadourien, hag a gasé d’as pobl sklaved ha listri arem.
Ezekiel 32:23Rôet eo bét d’ézhô bésiou é gwéled ar poull; hag hé holl bobl a zô enn-drô d’hé véz; hî holl péré a zô bét lazet, péré a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé, goudé béza bét taolet ar spoun̄t gwéc’hall é douar ar ré véô.
Ezekiel 32:32Râk rôet em eûz va heûz é douar ar ré véô; hag hén̄ a zô bét kousket é-kreiz ar ré-zienwadet, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, da lavaroud eo, Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué. ———— XXXIII. PENNAD Ann Aotrou na c’houlenn két koll tî Israel, hôgen hé zistrô oud Doué.
Ezekiel 39:1Hôgen té, mâb dén, diougan a-énep Gog, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû war-n-od, Gog, prin̄s ha penn Mosoc’h ha Tubal.