Levr Yehezkel 33:8
Pa livirinn d’ann dén fallagr: Dén fallagr, mervel, mervel a rî, ma na gomz ket out ann dén fallagr évit ma en em dennô eûz hé hen̄t; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez, hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 27:3Hon tâd a zô marô enn distrô: né kéd en em gavet enn dispac’h a zô bét savet gan̄t Koré a-éneb ann Aotrou; hôgen enn hé béc’hed eo marvet, ha n’en deûz két bét a baotred. Pérâg é vézô-hén̄ tennet hé hanô eûz hé diad, enn abek n’en deûz két bét eur mâb? Rôit d’é-omp eunn digwéz é-touez kéren̄t hon tâd.
Ecclesiastes 8:13Na vézet két a vâd d’ann dén fallagr, ha na vézet két hirréet hé zeisiou; hôgen ra dréménô ével eur skeûd ar ré na zoujon̄t két dremm ann Aotrou.
Jeremiah 8:11Berniou grouan a rinn eûz a Jéruzalem, ha kéviou d’ann aéred; keriou Juda a likiinn da véza disman̄tret, ha na choumô dén enn-hô.
Ezekiel 13:9Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
Ezekiel 18:10Mar gân-hén̄ eur mâb hag a vézô laer, hag a skuḻô ar goad, hag a rai unan eûz ar wallou-zé.